Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Tim Walz |
Anv ganedigezh | Timothy James Walz |
Anv-bihan | Tim |
Anv-familh | Walz |
Moranv | Tim |
Deiziad ganedigezh | 6 Ebr 1964 |
Lec'h ganedigezh | West Point |
Pried | Gwen Walz |
Bugel | Hope Walz, Gus Walz |
Yezh vamm | saozneg SUA, saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, saozneg SUA |
Yezh implijet dre skrid | saozneg SUA |
Micher | politiker, non-commissioned officer, educator, American football coach |
Implijer | WorldTeach, Mankato West High School |
Bet war ar studi e | Chadron State College, Minnesota State University, Mankato, Saint Mary's University of Minnesota |
Diplom skol-veur | Bachelor of Science, Master of Science |
Lec'h annez | Mankato, Minnesota Governor's Residence, Valentine, Butte, Alliance |
Lec'h labour | Washington D.C., Saint Paul, Mankato, Alliance |
Strollad politikel | Minnesota Democratic–Farmer–Labor Party, Strollad Demokratel |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2018 Minnesota gubernatorial election, 2022 Minnesota gubernatorial election, 2024 United States presidential election |
Relijion | Luteriegezh |
Liv ar blev | blev gwenn |
Kleñved | COVID-19 |
Sport | mell-droad Amerika |
Handedness | dehouiad |
Perzhiad e | Kamala Harris 2024 presidential campaign |
Grad milourel | Command Sergeant Major |
Brezel | Operation Enduring Freedom |
Skour lu | United States Army, Nebraska Army National Guard, Minnesota Army National Guard |
Prizioù resevet | Army Commendation Medal, Army Achievement Medal, Reserve Good Conduct Medal, Global War on Terrorism Service Medal, Col. Arthur T. Marix Congressional Leadership Award |
Lec'hienn ofisiel | https://kamalaharris.com/meet-governor-tim-walz/ |
Deskrivet en URL | https://www.biography.com/political-figures/a62472837/tim-walz |
National Governors Association biography URL | https://www.nga.org/governor/tim-walz/ |
Personal pronoun | L485 |
Timothy James Walz, pe Tim Walz (distaget /wɔːlz/), bet ganet d'ar 6 a viz Ebrel 1964 e West Point, Nebraska, zo ur politikour eus ar Stadoù-Unanet. Kelenner skol ha ofiser eus arme ar Stadoù-Unanet eo bet, gouarnour stad Minnesota eo abaoe 2019. Ezel eo eus ar Strollad Demokratel, hag ezel eo bet eus an Ti an Dileuridi eus 2007 da 2019. Danvez besprezidant Kamala Harris eo ivez evit dilennadeg 2024.
Ganet e oa bet Walz e stad Nebraska e Midwest e 1964. Goude al lise e oa bet enskrivet er National Guard hag e labouras en un uzin. E 1996 ez eas da chom da Minnesota, e-lec'h ma kelenne studioù sokial (pe skiantoù an den) hag ur c'hoarier mell-droad amerikan e oa. Dilennet e voe e Ti an Dileuridi (kambr izelañ Kendalc'h ar Stadoù-Unanet) e 2006, o trec'hiñ ur c'hannad republikan en doa bet graet c'hwec'h respet en distrig-se. Pemp gwech e voe addilennet Walz er C'hendalc'h.
E 2018 e voe dilennet da ouarnour evit stad Minnesota, hag addilennet e voe e 2022. Dre vras e vez sellet outañ evel ur politikour eus an tu-kleiz er Stadoù-Unanet abalamour d'e bolitikerezhioù : gwarezet en deus gwirioù ar sioc'hanidigezh, strishaet en deus ar c'hontroll war an armoù, ha kinnig a rae predoù skol digoust hag arc'hant evit an deskadurezh uhel digoust d'ar familhoù paour.